Buhezskrid (Fr / Eng / Esp / NL )
Ur penn laz-seniñ, un ograourez hag ar glavisimourez eo Claude Nadeau ouzhpenn bezañ ur vaouez mediaoù. Diplomet eo war an hensonerezh e Skol-veur McGill e Montréal, e-lec’h m’he doa bet an notenn « A » e 1998, gant ar varnerien a-unvouezh. Bez’ he deus ivez ur Priz Kentañ en ur skol sonerezh vroadel e Frañs, bet e klas Joël Pontet. Labouret he deus ivez gant Luc Beauséjour, Kenneth Gilbert ha Bob van Asperen. En ur seizhvet rummad muzisianed iliz emañ hag abaoe ouzhpenn tregont vloaz ez eo kengerzourez ha musizianez liderezh. Mirourez ograou istorel Karnag eo hag a zo war hec’h anv abaoe 2017 ha renerez arzel Festival etrebroadel an ograou e Karnag
E 2008, e oa bet loreadez ur yalc’had annez arzel daou vloaz e Gwened, a oa bet gouestlet ganti da enklaskoù war ar barok e Breizh. Kendrec’het eo ez eus danevell ha fiñv e pep tra hag abalamour da se he deus labouret war ar c’hoariva barok hag an distagerezh gant Benjamin Lazat hag an dañs barok gant Irène Ginger, Guillaume Jablonka, Hubert Hazebroucq ha Marie-Geneviève Massé.
A-drugarez dezhi ez eus bet sonaozet meur a oberenn, en o zouez an Toccate pour clavecin et percussions gant Graciane Finzi, urzhiet gant Opera Broadel Pariz ha krouet gant Claude Nadeau ha Michel Gastaud en Opéra Bastille e 2007, oberennoù gant Yves Ribis (Suite bretonne pour clavecin électronifié), gant Omar Yagoubi (Miserere pour orchestre, solistes et clavecin concertant, bet krouet da-geñver Festival des 36h en iliz Saint-Eustache e Pariz) pe c’hoazh Pierick Houdy (Ballade au Skeul).
Bet eo o seniñ e Japan, gant skoazell Rannvro Breizh, goude bezañ bet e Sina, Alamagn, Galiza pe Kebek. Un arzourez klok eo hag a ya dre hent al louarn, dedennet koulz gant sonerezh ar Grennamzer hag ar c’han gregorian ha gant ar sonerezh hengounel hag an elektro. Gallet ez eus bet klevet he sonerezh e bommoù bruderezh, er sinema hag er skinwel. E 2018 e oa bet oc’h ober un droiad dek sonadeg gant Laz-seniñ Broadel Enez-Frañs bet echuet er Seine Musicale hag e Philharmonie Pariz. En em gavet e oa en-dro gant muzisianed an Ondif e Genver 2019 war leurenn ar Philharmonie evit ur sonadeg nevez, ha na chome plas ebet eviti bloaz a-raok an deiz merket.
Evel luskerez skingomz (Radio-France, RCF) ha skinwel (France3), ez eus bet sinet ganti un heuliad 10 teulfilm diwar-benn sonaozourien Breizh evit France3 (Klasik Breizh), un heuliad 26 rann « La petite histoire de la grande musique » (War an ton bras), hag embannet er magazin Historia, Bourgogne magazine, ha kelaouennoù all.
Ganti e oa bet savet ar skol Diwan e Pariz, bet digoret e 2004 evit reiñ un deskadurezh divyezhek galleg-brezhoneg d’ar vugale en oad da vont d’ar skol-vamm ha d’ar skol kentañ derez. Ganti ivez e vez renet Laz-seniñ Barok Breizh abaoe e groudigezh e 2010 m’eo bet oc’h ober meur a droiad gantañ hag o c’hoari e meur a festival ha lec’h brudet : Festival Berlioz, Festival Les 36h de Saint-Eustache, Festival Musique en Vercors, Château du Clos de Vougeot…
Enbannet en deus et ti Coop Breizh ar bladenn Les Manuscrits des Augustines de Vitré, hag a lak a selaouer da zizoloiñ pezh veze sonet gant an ograouerezed e Breizh e mare ar barok. Ar bladenn a vez kinniget gant ul levrig skrivet gant Claude Nadeau hag ur musikologour, e brezhoneg penn da benn, kenkoulz hag e galleg ha saozneg.